Prizioù ispisial war skritelloù Eurominority: klikit amañ
EUROMINORITY
PIV OMP-NI?
www.eurominority.org eo lec'hienn ar broadoù hep Stad ha minorelezhioù Europa. Savet eo bet gant Mikael Bodlore-Penlaez e 1999. Eurominority ’zo anezhañ ur gevredigezh evit kas war-raok ar minorelezhioù. He fal a zo skignañ keleier diwar-benn minorelezhioù etnikel Europa dre skoazell ur rouedad kenskriverien.
Skritell yezhoù Europa Embannet en deus Eurominority ur skritell nevez war yezhoù Europa. Kinnig a ra ar poster-mañ an holl yezhoù komzet en Europa met ivez ar rannyezhoù. Evit ar wech kentañ eo embannet ur skritell ken resis diwar-benn ar yezhoù. Kavet e vez evel-just titouroù diwar-benn yezhoù rannvroel ha minorel.
Prennit anezhañ amañ