www.eurominority.eu
• Soñjal Europa en un doare disheñvel
Lec'hienn ar Broadoù hep Stad hag ar pobloù minorel en Europa (minorelezhioù broadel, yezhel ha sevenadurel, strolladoù kenedel,
tiriegezhioù spesadek, rannvroioù ur bersonelezh kreñv dezho ha douget
d'an dizalc'herezh, d'an emrenerezh ha d'an disrannerezh)
Emañ skritell pobloù ar bed o paouez embann gant Eurominority Embannet e vo evit ar wech kentañ er bed kartenn pobloù ar bed. Na glaskit ket, ne vo ket kavet unan all ganeoc'h! Kinnig a ra ar skritell-mañ holl pobloù war o ziriad. Dizoloit 700 pobl war ar pemp kevendir. Kenlabouraet en deus Eurominority gant aozadurioù nevez evit sevel ar rakres-mañ: Terra i cultura, GDM, Bannieloù Breizh ha MónDivers. Embannet e vo ar poster-mañ e miz Ebrel 2009.